Met pell a-se ! Gounezet en deus 400.000$ (270.000€) ar pezh n’eo ket fall met ar minimum eo e Lig ar vazhvell, da geñveriañ gant ar stered : 13 milion $ (8 milion €) evit lod ha 32 vilion $ (21 milion €) evit Alex Rodrigez !
Neuze e-pad ar prantad dilabour, hag a zo etre miz Here ha miz Meurzh evit ar c’hoarien bazhvell, eo deuet da vezañ skarzher siminalioù en e gêr c’hinidig e Kalifornia. "Un den normal on. N’on nemet un den normal ha n’anavezan doare den all ebet da vezañ", eme Phil Coke.
Mat eo met soñjit en ur Yoann Gourcuff plomer e-pad an hañv, pe ur C’hristine Arron kemenerez pe c’hoazh ur Michel Desjoyaux pesketour war ur chaluder !!! Er Stadoù-Unanet eo bremañ normal da gaout daou bost-labour, evit ar sportourien zoken, ha pa soñjer e teu kazi kement tra aleno da Vro C’hall ez eus amañ peadra d’en em soñjal.











